Gwerz Marv Pontkallek lyrics

by

Traditional


Ur werzenn nevez zo savet
Traitour, ah! mallozh dit 'ta ! (x2)

War marv Pontkalleg eo graet
Traitour, ah ! Mallozh dit, mallozh dit
Traitour, ah! mallozh dit 'ta (x2)

Mignon a oa d'ar Vretoned
Traitour, ah! mallozh dit 'ta ! (x2)

D'ar vourc'hizien ne garan ket
Traitour, ah ! Mallozh dit, mallozh dit
Traitour, ah! mallozh dit 'ta (x2)

Ha pa oa digoue't e Naoned
Traitour, ah! mallozh dit 'ta ! (x2)

E oa barnet ha kondaonet
Traitour, ah ! Mallozh dit, mallozh dit
Traitour, ah! mallozh dit 'ta
E oa barnet ha dibennet
Traitour, ah ! Mallozh dit, mallozh dit
Traitour, ah! mallozh dit 'ta

Kondaonet, naren gant tud-par
Traitour, ah! mallozh dit 'ta ! (x2)
Nemet tud koue'et diouzh lost ar c'harr
Traitour, ah ! Mallozh dit, mallozh dit
Traitour, ah! mallozh dit 'ta (x2)

Marv neb a gare e vro
Traitour, ah! mallozh dit 'ta ! (x2)

A gare betek ar marv
Traitour, ah ! Mallozh dit, mallozh dit
Traitour, ah! mallozh dit 'ta (x2)
A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z #
Copyright © 2012 - 2021 BeeLyrics.Net